Lec'hiiñ
Bar Le Truc Much
56330 Pluvigner (Malachappe)
Saverion
Darempred
Lidiñ Gouel Kembre (e brezhoneg)
Animation Pluvigner (Malachappe) - 1 Meurzh 2025Tres
Dait da dañva sevenadur Kembre ! Tañva d’ar c’hembraeg, kwiz ha kan en ul lec’h degemerus evit lidiñ sant patron ar Gembreiz.
Aozet get Ti Douar Alre, Kerlenn Sten Kidna ha tavarn an Truc Muche.
Poltredoù

21 C'hwevrer 2025
Miziad ar brezhoneg 2025
E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregontaad abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel.
Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad ...
> Gouiet hiroc'h

20 C'hwevrer 2025
Me a lenn Breizh !
Miziad ar brezhoneg hag ar gallaoueg eo miz Meurzh e Breizh. An emglevioù-bro é labourat àr dachenn sevenadur ha yezhoù Breizh er Mor-Bihan, get sikour Kuzul an Departamant, a ginnig deoc’h kemer ...
> Gouiet hiroc'h