Connexion
FR | BR
Brudin dre +
9 Gwengolo 2020

NOUVELLE FORMULE DE COURS DE BRETON EN PAYS D’AURAY !

C'hoant ho peus d'en em lakaat da vat da zeskiñ ar yezh met n'ho peus ket bet amzer da ouestliñ 6 miziad evit gen ober. Ar stummadur-mañ a zo evidoc'h-chwi !

Ar stummadur Pevarlamm a zo evit an deraouidi da vat choant gete mestroniiñ ar yezh. N'eo ket ret gouiet tra ebet a-fed brezhoneg evit lakaat e anv. En em astenn a ra àr ur prantad daou vlez edan stumm kentelioù sizhuniek ha stajoù dre soubidigezh.

Pal ar stummadur a zo lakaat an deskidi da dizhout live B1 Diplom Barregezh àr ar Yezh. El live-mañ e c'hell pep unan en em zibab evit kas divizoù pemdeiziek hep diaezamant ebet.

Moaien 'zo goulenn ma vehe kemeret ar stummadur e karg evit c'hopridi.

Prizioù izeloc'h hrevez ho stad vicherel.

Titouroù hag enskrivadurioù, monet e darempred get Stumdi : 02.98.21.39.94 / contact@stumdi.bzh

 

Dielloù stag

 https://bzh.tidouaralre.com/web/upload/medias/15641378805d3ad99804fd9.pdf