Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ

Salle du Tanin
56330 PLUVIGNER

Darempred

02 97 29 16 58

A blasenn da blasenn

Get ar familh PLUVIGNER - 8 Gouere 2016

Tres

Ho pediñ a ra ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna d'hec'h emgav sonerezh ag an hañv, evel bep blez, e bourc'h Pleuwigner.
Neuze, skrivit an deiziad-mañ en ho kalander : d'ar Gwener 8 a viz Gouhelen adalek 8e30 d'an noz e vo.

Èl bep blez e vo lusket ar valeadenn-mañ get an animatourez Catherine Pasco, sikouret gant tud a youl vat arall. Kanet 'vo, c'hoarzhet 'vo !
Un droiadig hent e gwirionez met atav get ur bochad traoù kaer ha dic'hortoz da gavout.
An degouezh a vo dirak sal an Tanin, hag ambrouget e veoc'h dre ruioù hag ivarzhoù (lod anezhe dianav mem da veur a bleuwignerad) war-zu obererezhioù disheñvel.
Bout e vo sonerion, konterion ha kanerion doc'h ho kortoz ac'hanoc'h evit un nozvezh plijus, e galleg hag e brezhoneg.

Digor eo da razh an dud evit netra, dait niverus evit da gemer plijadur !

Skritell

Poltredoù