
Priz an avaloù brav, un conte de Daniel Carré (podcast)
Adkavit bouezh Daniel Carré ha selaouit doc'h ar gontadenn “Priz an avaloù brav”. Un doare dic'hortoz da addizoloiñ douar Alre é...
> Gouiet hiroc'hIzili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.
Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..
Bout ezel ag ar gevredigezhResev ar lizher-brudiñ
RALLYE FOTOIOÙ NIVEREL
Abaoe un nebeut blezadoù e vez savet ur rallye fotoioù get Ti Douar Alre; kement-se e ser programm Douar Alre, gouel bemdez. An degouezh, digor d'an holl, a vez kenaozet get perzh ar gumuniezh kumunioù (AQTA), ar poull-neuial (Alre 'O) hag ar gumun a zegemer ar rallye.
A-hed un devezh - etre 10e am ha 5e gm - e vez roet digarez d'ar berzhidi da vçnet, e-pad un amzer roet ha termenet, d'ober fotoioù é tenniñ d'un tem lakaet. Ar fotoioù kemeret a vez moullet a-vuzul evit ma c'hello an holl berzhidi o gwelet holl e fin an devezh.
Ha n'eo ket echu ! Dastumet e vez an holl fotoioù ha diskouezet e vezont en ul lec'h a-ratozh e-barzh sal degemer ar poull-neuial lec'h ma chomont betek miz Du. Digarez a vez roet d'an dud é tremen da zibab ha da votiñ; prizioù a vez da c'hounit.
Gwelet ar fotoioù kemeret e-pad an tennadoù diwezhañ Amañ !
Kenstrivadeg poltredoù
Ur c'henstrivadeg poltredoù a zo bet savet e-pad 8 vlez get Ti Douar Alre; kement-se e ser Douar Alre, gouel bemdez.
Ar poltredoù bet loreet a zo bet diskouezet.
Temoù bet kinniget a-hed ar blezadoù :
- « Rip d'ar bourrapl àr zouar Alre » e 2016.
- « Selloù àr labourioù ha micherioù hiriv an deiz e-kostez An Alre» e 2015,
- « Ur sell àr glad bihan Bro an Alre » e 2014,
- « Marc’hadoù bro an Alre » e 2013,
- « Le vent dans tous ses états » e 2012,
- « Tier kenwerzh a vro An Alre» e 2011,
- « Mab-den àr ar maezoù» e 2010,
- « Bed ha tud an istrerezh» e 2009,
- « Dour ha douar dre vaezioù bro An Alre» e 2008,
An diskouehadegoù-se a zo e dalc'h TDA ha tu a zo amprestiñ evit ur gwerzh butun.