Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ

Ti Hanok
56400 Auray

Darempred

Sine-klub : Teir flac'h deuet eus ar reter (e brezhoneg)

Film Auray - 14 Meurzh 2025

Tres

Yulia, Anna hag Ekaterina a zo teir maouez a vro Rusia. Gwelet o deus o buhezioù, pep hini diouzh he doare, cheñchet-krenn ha kaeraet un deiz bennak goude bezañ graet anaoudegezh gant Breizh hag ar brezhoneg. Er film-se e veajer etre Breizh, Jorjia ha Rusia, dre an oberennoù lennegel savet gante, hag e weler pegen brav eo an eskemmoù etre sevenadurioù en ur splujañ e-kreiz leurennoù sonerezh ar vro.
Teir flac'h deuet eus ar reter, un teulfilm sevenet gant Bruno Deniel-Laurent ha produet gant Ladybirds Films.

An Alre, Ti Hanok
8e30 g.m.
9 € / get un distaol : 7 € pe 5 €
Aozet get Ti Hanok, Ti Douar Alre ha Kerlenn Sten Kidna

21 C'hwevrer 2025

Miziad ar brezhoneg 2025

E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregontaad abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad ...
> Gouiet hiroc'h