Lec'hiiñ
Bar Breton
56400 Brec'h
Saverion
Darempred
Ouvert à tous - entrée gratuite - restauration rapide sur place. Contact André Arhuéro au 06 03 40 66 36.
« Bal ar bleunioù » er Bar Breton e Brec'h – ar blezadoù 30
Animation Brec'h - 11 Mae 2018Tres
Laouen omp d'ho kouviiñ da « Bal ar bokedoù », d'ar gwener 11 a viz Mae da 8e30 noz er Bar Breton e Brec'h. An abadenn-mañ 'zo kinniget deoc'h da geñver ar raktres lañset get Kreizenn Sonerezh Hengounel Ti Douar Alre : « Nerzh ar gerlenn – la force du rond ».
Goude :
- An abadenn « Mardi de la Dañs » enrollet get un dron e miz Even 2017,
- Ar staj dañsoù kozh (azginivelezh, barok) dalc'het e miz Gouel Mikael get Naïk Raviart,
- An abadenn tañva d'ar vals « musette » e miz Kala-Gouiañv,
- d'an abadenn dalc'het d'ar c'hentañ a viz Meurzh e Terraqué e Karnag (blezadoù 1900)
Ur wezh oc'hpenn e vennomp ho lakaat da vout lodek e-barzh krouidigezh hon arvest « Nerzh ar Gerlenn – la force du rond » hag e yaimp an taol-mañ e-barzh Bro an Aven er blezadoù 30...
« Er blezadoù 30 an hini eo ma krogas d'en em strewiñ giz ar pareoù-sonerion. E-barzh ar strolladoù-mañ e oa daet da vout strishoc'h roll pep sonour, strishoc'h evit ma oa a-gent er sonerezh hengounel. A-dal neuze e vez gortozet ma vehe ar sonereion ken gourdon doc'h an tonioù moden modern (java, tango, vals, polka, scottish) ha doc'h an tonioù hengounel. Al lodenn roet da pep sonerezh, bras-pe-bihan, a oa hrevez kizidigezh hag orin ar sonour. Un toullad muzisianed neoazh a zaas da benn da gavout ur c'hempouez ha da lakaat an daou hengoun sonet da vonet an eil get egile... »
Evit sevel an daolenn-mañ en deus choajet Fabrice Lothodé – renour sonerezhel - kemer skouer àr bare-sonerion Richard Coïc a Rosporden.
A-hed an noziad e vo sonet ur roll tonioù hengounel ha « musette » get 6 sonour :
Fabrice Lothodé (bombard)
Philippe Quillay (biniou)
Régis Huiban (akordeoñs kromatek)
Dominique Molard (taboulinoù)
Thomas Fortin (klarinetenn)
Yann Guirec Le Bars (banjo)
Digor d'an holl – evit netra – boued àr al lec'h. Monet e darempred : André Arhuéro au 06 03 40 66 36.
Poltredoù

9 Kerzu 2017
Nerzh ar gerlennn - La force du rond Un abadenn kroueet get Ti Douar Alre e 2018
Kreizenn ar sonerezh hengounel, ur rann a dTi Douar Alre get Nicole Raud da benn ha Fabrice Lothode, renour ha kelennour sonerezh, eo he deus kinniget ...
> Gouiet hiroc'h
27 C'hwevrer 2018
Nerzh ar gerlenn, répétition publique
Jeudi 1er mars à 20h30 dans l'auditotium de l'Espace Culturel Terraqué à Carnac
"La force du rond - Nerzh ar gerlenn" en résidence ouverte au public - gratuit
Ti Douar Alre et son Centre de Musique ...
> Gouiet hiroc'h