Connexion
FR | BR
Brudin dre +
9 Kerzu 2017

Nerzh ar gerlennn - La force du rond Un abadenn kroueet get Ti Douar Alre e 2018

         Kreizenn ar sonerezh hengounel, ur rann a dTi Douar Alre get Nicole Raud da benn ha Fabrice Lothode, renour ha kelennour sonerezh, eo he deus kinniget sevel an tres kroueiñ-se. Get André Arhuéro, kentañ prezidant Douar Alre e 2005, emaint harpet a-fed barregezh àr an tachennoù melestradurel hag arzel. Kement-se eo a zo penn-kaoz dezhañ diwehañ-mañ bout kinniget d'ar bodad labour àr ar soñj sevel un abadenn ispisial dibab da neudenn "Nerzh ar gerlenn"; aze e kaver arouez an dañs e Breizh; aze e kaver digarez ha lec'h da zispleg an danvez a gaver a-dreñv ar ger : kenharp, identelezh, surentez, unvaniezh, lusk... Get «Nerzh ar gerlenn» en em gavo a bep sort tud àr al leurenn: sonerion, kanerion, dañserion...  Disadorn en em gave tolpet e ti Kendalc'h, en Alre, razh izili ar rann arzel evit dizoloiñ an tres en e bezh. En-dro da Fabrice Lothodé, penn renour evit ar sonerezh, en em gave pennoù rannoù ar sonerion (bombard, binioù, taboulin), ar ganerion, an danserion, an dud é karg ag an dilhad hag an arzerion pedet : Dominique Molard, Raoul le Chenadec ha Guy Deuff.