Connexion
FR | BR
Brudin dre +
26 Genver 2018

8vet Challenge Douar Alré Sobhi Sport 2018

Get devezh Pleuwigner e kroger, a-c'houde tost 30 vlez 'zo bremañ, prantad redadegoù àr-droad  aozet àr un dachenn digor er Mor-Bihan. Oc'hpenn 300 redour prest da redek a-hed 10 km eo en gortoz Jean-Pierre, Thierry hag o bare aozerion a volontez vat a welet tolpet àr al linenn da 3e ha kart gm. Ur sachad hag a gonto evit challenge Douar Alré Sobhi Sport savet àr zouar Alre. « Evit an 8vet blezad e vo 12 sachad, 25 redadeg lec'hiet e-barzh 11 kumun àr ar 24 a zo e-ser AQTA, ar gumuniezh kumunioù. Kement-se aozet get harp ar gumuniezh kumunioù, hini holl  strolladoù rederion Douar Alre, hini embregerezhioù ha kevredigezhioù evel Sobhi Sport ha Runners Bzh a-fet  an aoziñ, banniñ an disoc'hoù hag all», eme André Arhuéro, kenurzhier ar challenge.