Connexion
FR | BR
Brudin dre +
30 Ebrel 2017

Ar Barrad Mae

Ti Douar Alre, Deskam - kevredigezh kerent bugale hentenn divyezhek skol ar Pont-Douar - hag ar Bar Breton a zo daet c'hoant dezhe da adlañsiñ mod ar Barrad Mae. Deiz kent ar 1añ a Vae, d'enderv-noz, e vo maeet enta tier bourc'h Brec'h; evit degemer an nevez-hañv ha saludiñ distro an amzer vrav e yay an dud asampl da lakaat pep a barrad fav doc'h tier ar vourc'h.

Adalek 5e30 : "Kafe 4 eur" er Bar Breton, plasenn ar C'hreizkêr; a vat evit evit ar vugale, hervez o c'hoant d'an dud daet. 6e30 : tro ar vourc'h, ambrouget get sonerion, da vaeiñ an tier. Adalek 7e30 : apero sonet (Samuel an Henanf...) ha kanet er Bar Breton.

Digor d'an holl.