Ar brezhonegadurioù, komz brezhoneg hep gouiet deoc'h
Prezegenn Landévant - 11 Meurzh 2025Tres
Predegenn kaset e galleg. Hervé Lossec, aozour al levr Bretonnismes a zikouezo deoc'h get fent e ouiit kalz muioc'h evit na soñjit a-fed brezhoneg ! En ur vonet da heul neudenn ur c'hinnig-video skeudennet get Nono, ho lakay da dañva pinvidigezh ar brezhoneg a adkaver e liv àr galleg ar vro : roudenn a yezh a gaver e gerioù 'zo, en ereadurezh, e displegadurioù dic'hortoz, e troiennoù skeudennet, er c'hunujennoù hag er gerioù gros na vênt ket desket nag er skol nag er c'hentelioù-noz. Un trezol hag ur glad gwirion da ouarn int, a lâr deomp ar skrivagnour a vro Leon.
Landevan, sal Kerverh
6e30 g.m.
Lod hervez pep unan
Aozet get Ti Douar Alre, Kerlenn Sten Kidna ha kumun Landevan
Poltredoù

21 C'hwevrer 2025