Connexion
FR | BR
Brudin dre +
4 Gwengolo 2024

Atalieroù e brezhoneg evit ar vugale : lakait hoc'h añv !

Un heuliad atalieroù kaset e brezhoneg digor d'ar vugale etre 6 ha 14 vlez

Evit an distro-skol 2024-2025 e kinnig Ti Douar Alre ur raktres nevez d’ar vugale etre 6 ha 14 vlez : un heuliad devezhioù atalieroù kaset e brezhoneg en-dro d’ar c’han ha d’ar c’hoariva, get ar soñj sevel
un arvest hag er c’hinnig da geñver Kan ar Bobl Lokoal-Mendon (d’an 29.03.25).

6 atalier a vo etre tout, etre miz Gouel Mikael ha miz Meurzh, kaset get daou animatour a-feson : Solen Piriou (c’hoariva) hag Axel Landeau (kan). Ar pal eo bout plijadur é sevel ur pezh a-stroll, implij ar
yezh, monet àr-raok !
An tem bet choajet evit an arvest ‘zo “Malardez e Venizia”: Arvest c'hoariet get ar vugale e fin an heuliad atalieroù e Kan ar Bobl d'ar sadorn 29 a viz Meurzh 2025.

Hag emañ ho pugale etre 6 ha 14 vlez, gouiet a raont brezhoneg ha troet int d’an arzoù, setu un avañtur evite !

Lec'h : Sal ar Vadalen (11 ru ar Vadalen) ha sal an Tanin (11 ru an Tanin), e Pleuwigner. Etre 9e30 mintin ha 5e d'enderv 

130 € dre vugel (evit ar 6 devezh atalieroù, moaien 'zo paeiñ get meur a chekenn).
Evit gouiet hiroc'h hag enskriviñ ho pugel-ale (a-raok ar Meurzh 1añ a Ouel Mikael), pellgomzit deomp d'ar 02 97 78 41 40 / 06 11 25 07 79, pe kasit ur postel da degemer@tidouaralre.com 

 

Dielloù stag

 Programm an atalieroù