Connexion
FR | BR
Brudin dre +
30 Du 2016

Bro Alré Gouil Bamdé - Devezh ar vugale

Get Devezh ar brezhoneg, kenaozet evel bepred get Kerlenn Sten Kidna ha Ti Douar Alre Douar emañ bet serret an nor àr Douar Alre Gouel bemdez 2016. Tost 750 bugel skoliataet divyezhek brezhoneg-galleg e bro An Alre hag an dud en o ment daet d'o ambroug - un 800 den bennak en holl d'an holl - o deus bourret bras a vintin é selaou Jakez ar Borgn hag é kanal getañ. D'enderv eh eus bet kement a blijadur hag a jourdoul en ur gemer perzh en holl c'hoarioù bet kempennet get ar skolaerion en-dro da skipailh Ti Douar Alre. Pep tra kaset penn-da-benn e brezhoneg, èl rezon.