Connexion
FR | BR
Brudin dre +
5 Ebrel 2014

Devezh-studi « Douar ha dour »

Bro an Alre, ar vro vihanañ e Breizh (hrevez ar lezenn Voynet) get 606 km² a zouar, a zo dezhi neoazh oc’hpenn 200 kilometrad a aodoù a-drugarez d’an inizi, ar Gerveur en o mesk. Se zo kaoz emañ bet soñjet en tem « douar ha dour », pe c’hoazh « douar ha mor », pa oa bet c’hoant derc’hel get ar lañs roet get ar c’hollok kentañ, dalc’het àr zouar Alre e miz Here 2012 àr-dro labourioù Gwennole ar Menn.

Un tem pinvidik an hani eo, pandeogwir e c’hell bodiñ soñjoù ha labourioù liessort liammet doc’h an tiriadoù, hag estroc’h evit kani an Alre. Breizh a zo etre douar ha mor ; Breizh a zo douar ha dour, stêrioù ha mor, gwazhioù hag aberioù ; ken brudet an argoad koulz hag an arvor. Gwerso en em harp hec’h armerzh àr ar labour-douar koulz hag àr ar pesketa pe ar c'henwerzh àr vor. Don en en em
gav gwriziennet levezon an dour hag an douar er brezhoneg, levezon an endro e spered ar yezh. Don en em gav gwriziennet levezon an dour hag an douar er brezhoneg, levezon an endro e spered ar
yezh.

Get izili a skolioù-meur Breizh ar C’hornôg, Roazhon 2, Skol-veur Kreisteiz Breizh.
Etre 9 e da vintin ha 5e g.m. A-vat.

Olivier Berson d'ar 02 97 31 87 59 
oliertidouaralre@gmail.com

Dielloù stag

 https://bzh.tidouaralre.com/web/upload/medias/13957626915331a603392c3.pdf