Devezh-studi e brezhoneg, e Kerplouz, d'ar sadorn 5 a viz Ebrel 2014
An eil gwezh eo da dTi Douar Alre ha da gKerlenn Sten Kidna kinnig un devezh-studi e brezhoneg, ha kement-se get harp izili a skol-veur Roazhon 2, Brest ha kani kreisteiz Breizh. Ar blez-mañ 'oa bet lakaet Daniel Doujet, mestr-prezegenner anezhañ e skol-veur Roazhon 2, da brezidant an devezh-studi. Un abadenn bet kinniget da geñver Sizhunvezh ar brezhoneg e Bro an Alre an hini eo hag an tem bet choajet - « Dour ha douar » - a oa daet d'ur feson anat diàr douaroniezh Breizh, n'eus ket met soñjal en diforc'h 'vez graet etre an Arvor hag an Argoad, oc'hpenn d'an dra-se emañ ret lâret eo un tem a gouch mat doc'h Bro an Alre hec'h-unan. C'hwec'h prezegennour – kelennerion, enklaskerion, tud é tonet a skolioù-meur – o deus pledet àrnañ. Pep hini anezhe en deus graet d'e soñj. Lod o deus tostaet doc'h an tem dre al lennegezh, é kemer harp àr oberenn Youenn Drezen (an dour an-dro d'an inizi) pe àr kani Loeiz Herrieu (Kammdro an Ankou) peotramant c'hoazh àr an haikuioù, lod arall 'zo aet kentoc'h davet an derminologiezh hag ar rannyezhoniezh. Un tregont den bennak 'zo daet da selaou doc'hte. Troet eo bet ar prezegennoù àr ar prim evit an nann-vrezhonegerion : a-drugarez da tokarnioù prestet dezhe e c'hellent heuliiñ an traoù.
Setu enta roll ar prezegennoù bet kinniget :
- Stefan Moal, « Dourioù ha douaroù, karantez ha karantez-vro e-barzh An Dour en-dro d’an Inizi gant Youenn Drezen .
- David ar Rouz, « Enklaskoù àr ar yezh dre ditourerion : skouerioù en Arvor hag en Argoad »
- Fanny Chauffin, « An dour hag an haiku : un digarez da grouiñ e brezhoneg »
- Daniel Carré, « Dour ha douar e Kammdro an Ankoù, karned brezel Loeiz Herrieu »
- Pierre-Yves Kersulec, « Pesketaerezh en dour dous » ;
- Serge le Bozec, « Brezhoneg ar mor klevet e Pleheneg ».
-
25 Mae 2023
Priz an avaloù brav, un conte de Daniel Carré (podcast)
Adkavit bouezh Daniel Carré ha selaouit doc'h ar gontadenn “Priz an avaloù brav”. Un doare dic'hortoz da addizoloiñ douar Alre é heuliiñ troioù-kaer mab ur peizant, den tort met2 Mae 2023
Kamp vakañsoù evit ar vugale - enskrivadurioù
Evit ar wech kentañ e vo savet an hañv-mañ - get Ti Douar Alre hag an UBAPAR kevredet - ur c'hamp vakañsoù e brezhoneg. Ur sizhuniad àr an aod, e Kiberen. Digor d'ar vugale etre 8 ha 12 vlez.21 Ebrel 2023
Assemblée générale 2023
Compte-rendu de l'assemblée générale 2022 à télécharger ci-dessous.14 Ebrel 2023
Un tañva a sevenadur Breizh 2023 : digor eo an enskrivadurioù !
A-benn an hañv e vo moullet deiziataer sevenadurel "Goûtez la Bretagne" get Ti Douar Alre ! Gellet a rit enskriviñ hoc'h abadennoù amañ pe é pellgargiñ ar fichenn-se. Diwallit :29 Meurzh 2023
TUD PRIZIET KAN AR BOBL 25.03
Rummad "Kan a boz" : Natacha & Koulma Ar Gall ; Brieg Doujet ; Iunan André. Rummad "Kan da zañsal" : Yhuel Meven & Gwenaël Dage . Rummad "Skol-Vamm" : Skol-Vamm Joseph Rollo Pleuwigner.27 C'hwevrer 2023
Miziad ar brezhoneg àr zouar Alre 2023
E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregontaad abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad19 Genver 2023
Nouvel animateur ateliers " Dañs Alre "
Les danseurs de l’atelier du mardi soir Dañs Alré, qui regroupe plus d'une centaine d'adhérents au sein de la maison de pays Ti Douar Alré, ont pu se retrouver comme à l’accoutumé le 17 janvier7 Here 2022
Rallye photos en autonomie
Cette année, à cause du mauvais temps, nous avons du annuler le rallye photos prévu à Plouharnel le 15 octobre. Cependant, nous avons proposé un autre format de rallye en ligne. 👉 Le7 Here 2022
Paperioù kozh skrivet e brezhoneg…
E 2019, pa oad é skarzhiñ porzh a-gent ar person, e oa bet kavet ur yoc’h dielloù dornskrivet e brezhoneg evit al lod muiañ anezhe. Fiziet e oant bet eoa bet e Ti Douar Alre, karg d’ar re-mañ6 Here 2022
Lañset eo 18vet tennad Bro Alre Gouil Bamdé !
Ur sell àr taol-lañs ar gouel zo bet e Landevant disadorn paseet (1añ a viz Here). Oc'hpenn 60 den a oa bodet evit dizoloiñ programm an 18vet tennad. Adkavit ar programm a-bezh amañ- 26 Eost 2022
L'atelier danse reprend à Auray !
L’initiation à la danse bretonne reprend le mardi 6 septembre avec André Arhuéro. Le cours d’initiation à la danse bretonne «Dañs Alré» signe un partenariat entre Ti Douar Alré et13 Mezheven 2022
Un Automne autrement 2022 : les inscriptions sont ouvertes !
L’équipe de Ti Douar Alre est heureuse de vous annoncer que la 18e édition du festival Un Automne autrement – Bro Alré Gouil Bamdé se déroulera du 7 octobre au 13 novembre 2022.29 Ebrel 2022
Goûtez la Bretagne : les inscriptions sont ouvertes !
A-benn an hañv e vo moullet deiziataer sevenadurel "Goûtez la Bretagne" get Ti Douar Alre ! Gellet a rit enskriviñ hoc'h abadennoù amañ pe é pellgargiñ ar fichenn-se. Diwallit :8 Ebrel 2022
Ur sell àr Miziad ar Brezhoneg
Le Mois de la langue bretonne vient de se terminer et plus de 1000 personnes ont participé à la trentaine d’animations proposées par la maison de pays et son réseau. Concours d’hanter-dro au- 5 Ebrel 2022
Kinnig labour
Ti Douar Alre a zo é klask ur skoazeller.ez àr ar melestradur, ar c'hontoù hag ar bruderezh : https://fr.calameo.com/read/0046368562110f0396ed23 Meurzh 2022
Atalieroù e brezhoneg
Dizoloit hon deiziater trimiziek atalieroù evit ar re yaouank e brezhoneg : kizelliñ koad, sevel abadennoù radio, kinkladurioù Nedeleg... Pep hini a gavo h.e lod ! Amañ : https://www.calameo.com/read/004636856649e0d5f6cea2 Meurzh 2022
Stagadenn "Le trésor d'Erdeven / Teñzor an Ardeven"
E 2017, e suler presbital kozh an Ardeven e oa bet adkavet, gouarnet en ur voest kartoñs, un torkad dielloù paper a reer bremañ Teñzor an Ardeven anezhañ. Ur gavadenn dic'hortoz ha prizius24 C'hwevrer 2022
Emvod Meur 2022
22 C'hwevrer 2022
Miziad ar brezhoneg àr zouar Alre
E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregont abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad kevredigezhioù1 C'hwevrer 2022
GÊR A-BERZH MARTIN COUDER, ARZOUR
Mignoned karet ag an atalieroù kaset genin àr an Tanin e Pleuwigner hag e lec'hioù-all dre vro An Alre, mignoned ag ar gevredigezh l'Art de L'île. Doare a gasan deoc'h ne vo ket mui, adalek ar 1añ