Connexion
FR | BR
Brudin dre +
25 Genver 2017

Emgav an emglevioù bro e Ti Douar Alre

D'ar merc'her 25 a viz Genver en deus degemeret Ti Douar Alre un tregont bennak a dud é tonet ag ar braz ag an emglevioù bro a gaver e Breizh. Get Ti ar Vro Kemper e oant bet d'en em gavet e Pleuwigner, ha get Bernez Rouz, prezidant an aozadur-se, eo bet kaset an abadenn enta. Mah eus daet meur a boent er gaoz a-hed an enderviad, e c'heller lâret neoazh e tennent kazi holl d'an doare ma c'heller labourat holl kevret d'an deiz a hiriv evit gwellañ mad treuzkas ha berzh ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Penaos en em glevet etre an tier bro evit en em ziskouez gwell àr an dachenn, kas traoù kevret, eskemm doareoù ha skient a-fed oberiantiz... Setu aze ar pezh a zo daet da vagiñ an eskemmoù. Un emgav labour arall a zo bet lakaet d'ar 5 a viz Ebrel e Ti ar Vro Gwengamp. Evit gouiet hiroc'h : en em dreiñ davet Ti ar vro Kemper.