Connexion
FR | BR
Brudin dre +
26 Ebrel 2019

Emgav get J.-Y. Le Priol

Tost 50 den o deus kemeret perzh, d'ar Gwener 26  a viz Ebrel, er filaj savet en-dro da J.-Y. Le Priol en deus embannet nevez 'zo La foi de mes pères. Ce qui restera de la chrétienté bretonne (Salvator, 2018). Un digarez da zistreiñ àr un amzer n'eus ket c'hoazh keit-se, ur prantad ma oa Breizh - hag eskopti Gwened da gentañ - douar an iliz hag ar veleion; un digarez da deurel ur sell pizh doc'h stad an traoù enni hiniv an deiz a-fet ar feiz diskouezet  - da gentañ penn an dud en overenn pep sul -, hag ar pezh a c'heller bout en gortoz anezhañ en dazoned.

         Goude ur bredegenn sklaer ha harpet àr dielloù dibabet mat, en deus dalc'het ar c'hazetennour nevez daet àr e leve - goude bout bet labouret pell e La Croix - da eskemm get ar saliad; ar goulennoù savet, an evezhiadennoù graet, ar soñjoù displeget a ziskoueze sklaer ha splann ne oa ket tamm digâs ebet an dud doc'h an danvez tabutet an nozvezh-se.

     Ur filaj kinniget get parrezioù Krac'h, St-Flibert ha Lokmaria-Kaer ha kenaozet get Ti Douar Alre.