Connexion
FR | BR
Brudin dre +
12 Genver 2015

Emgav-prientiñ kentañ Sizhunvezh ar brezhoneg 2015, lun 12 a viz Genver 2015

Etre an 30 a viz Meurzh hag ar 5 a viz Ebrel 2015 e vo dalc'het sizhunvezh ar brezhoneg. Ar blez-mañ c'hoazh e vo kinniget get Ti Douar Alre abadennoù liessort a-benn brudiñ ar brezhoneg, evit e lakaat àr wel er spas foran ha gober ur seurt ma vo klevet komz anezhoñ get ar muiañ posupl a dud.

Raktresoù nevez 'zo bet kinniget, abadennoù arall a vo kinniget en-dro, met ar programm a rank bout fetisaet c'hoazh. En arbenn d'an dra-se e kouviomp razh an dud c'hoant gete kemer perzh er sizhuniad ispisial-mañ da zonet d'hon emgav-prientiñ kentañ a-benn ar lun 12/01, da 6e noz e sal an Tanin e Pleuwigner.