Connexion
FR | BR
Brudin dre +
11 Here 2014

Emvod bodad ar brezhoneg

Bodad – pe komision – ar brezhoneg en deus en em gavet d’ar sadorn 11 a viz ar Gouel-Mikel. Komzet zo bet ag ar pezh a zo bet graet e-ser Ti Douar Alre àr dachenn kas hag implij ar yezh e-korf ar miziadoù tremenet ha gwelet petra a vo kinniget da guzul-merin  ti ar vro kas àr-raok betek an nevez-amzer da zonet (Sizhunvezh ar brezhoneg, ober get ar brezhoneg er vuhez foran,…). Kavet e vo dindan berr amzer danvez ar gaoz embannet amañ. Div wezh ar blez e vez bodet ar gomision aliiñ-se ; e brezhoneg eo e vez kaset ar gaoz met troet e vez a-benn e galleg evit an nann vrezhonegerion.