Connexion
FR | BR
Brudin dre +
9 Mae 2017

Emvod meur Sonerion Bro Gwened, sadorn 22 a viz Ebrel 2016

Sonerion Bro Gwened, bodadeg sonerion ar Mor-Bihan, ezel e Ti Douar Alre baoe 2 vlez, o deus dalc'het o emvod meur en Tanin, e Pleuwigner. Mar bez dalc'het an emvod blez ur sulvezh a viz Ebrel d'al liesañ, o deus kavet gwell pennoù Sonerion 56 kinnig en em gavet d'ar sadorn 22 a viz Ebrel abalamour da lod tud bout tapet an deiz goude – devezh ar votadeg - get kargoù en o c'humunioù.

15 bagad, diàr an 21 a re ar Mor-Bihan, o doa kaset kannad d'an emvod. Gete en em gave ivez an It. Le Meur, eil-maerez Gregam e karg ag ar skolioù, an Ao. Youenn Le Ret, bez-prezidant Sonerion Breizh, ar gengevredigezh vamm, hag an It. Le Dortz, sekretourez Bagad Gregam, ar bagad nevez ganet e Gregam

Da gentañ eo bet danevellet get Irène Tricaud, ar Breizdantez, an obererezh a-hed ar blezad tremenet ; savet eo bet lec'h hag ober ar gelennerion a-fet treuzkas glad sonerezh Breizh hengounel, kenkoulz evel gred Gildas Rio, ar c'henurzhier bet anvet e miz Gouere 2016, hag hini izili ar c'huzul meriñ. En ur reiñ da ouiet he c'hoant rein he dilez goude an emvod-meur, he deus c'hoazh ar brezidantez taolet ur sell àr-dreñv àr he zri blezad karg ; ur prantad na vo ket, hervez an holl, ankouaet en tazoù get izili ar gevredigezh.

Goude bout klevet an holl danevelloù (obererezh, yalc'h) eo bet goulennet get Gildas Rio displeg raktres pedadgogel Sonerion 6 evit 2017 ; degemeret eo bet a unvouezh. Ar skient bet prenet get hor gelenenrion en ur zaremprediñ ar skolioù e Gregam (skolioù kentañ derez ha skolaj Sant-Jozep) a ziskouez meur a hent da vonet gete evit diorren hor c'hinnig a-fet stummadur. En em dreiñ davet bed ar skolioù a zo a bouez bras mar venner kizidikaat ar re yaouankañ doc'h ar sonerezh dre vras ; ha doc'h hor glad sonerezh Breizh dreist pep tra. Evel-se ivez e vo sachet tud davet hor bagadoù sonerion. Setu perak eo bet displeget an tres dirak ar vodadenn veur ha kinniget d'an dud en degemer ; ar pezh a zo bet graet get an holl. Hent kevredigezh Sonerion ar Mor-Bihan en em gav enta merchet mat ha skler evit an amzer dazonet.

  • blbl
    3 Gwengolo 2026

    Dañs Alre : edan berr e krogo an atalieroù en-dro !

    Edan berr e vo kroget en-dro get an atalieroù Dañs Alre, an abadennoù tañva d'an dañs kinniget get Ti Douar Alre. Èl bepred e vint dalc'het bep Meurzh, etre 7e30 ha 9e noz, er sal Péron en Alre
  • blUn été en Bretagnebl
    1 Gwengolo 2026

    "Un été en Bretagne", ul lennadenn get Daniel Carré

    Da geñver eilvet lennadenn "La Bretagne à écouter lire à l'heure du café" e voc'h kaset get Daniel Carré da heul ur beajour saoz arall ag an XIXvet kantved : Th. A. Trollope,
  • blDistro ar cbl
    1 Gwengolo 2026

    Distro ar c'hentelioù brezhoneg !

    Setu arru miz Gwenholon, emañ ar c'hentelioù brezhoneg edan krogiñ en-dro ! Ar blez-mañ e vo kinniget deoc'h - get Kerlenn Sten Kidna hag Ar Vammenn - 18 kentel, 5 live,
  • 30 Eost 2026

    Un Automne autrement 2026 : les inscriptions sont ouvertes !

    L’équipe de Ti Douar Alre est heureuse de vous annoncer que la 22e édition du festival Un Automne autrement – Bro Alré Gouil Bamdé se déroulera du vendredi 2 octobre au dimanche
  • blbl
    27 Eost 2026

    Roue ha rouanez an ozeganed

    Pas pell a Gamorzh, en e gastell e-kreiz ar c'hoad, e veve un aotrou. Beviñ a rae en e-unan get e vatezh hag e vevel. Sot e oa get al lapoused, ken sot e oa gete ma faote dezhañ o fiaouiñ tout : marv pe bev.
  • blbl
    27 Eost 2026

    Ar c'hi burzhudus

    Un noz e tegouezhas un dra dic'hortoz-kaer get Yann ar C'horr. Àr dreuzoù an nor e kavas ur c'hi - ur pezh mell unan ! - doc'h e golierenn, en-dro d'e c'hoûg, 'oa teir steredenn
  • blbl
    25 Mezheven 2026

    Un tañva a sevenadur Breizh 2026

    Setu daet an hañv ! … Hag e teua Ti Douar Alre, ti ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e Bro An Alre, d’ho kouviiñ holl, bras ha bihan, kozh ha yaouank, annezidi ha tud é tonet a lec’h-all da zizoloiñ
  • blbl
    4 Mezheven 2026

    Kinnig labour

    Ti Douar Alre a zo é klask ur skoazeller.er àr ar melestradur, ar c'hehentiñ hag ar buheziñ ! Kasit ul lizher hag ur CV da degemer@tidouaralre.com
  • blbl
    1 Mezheven 2026

    Ti Douar Alre - Première rencontre des élus référents

    Samedi 30 mai dernier, Ti Douar Alre recevait les élu.es référent.es langue et culture bretonne désigné.es par les nouveaux conseils municipaux ; pour la grande majorité d’entre eux, un premier
  • blbl
    6 Mae 2026

    Compte-rendu Assemblée générale 2026

    Soixante-dix personnes étaient présentes à la salle Hélène Branche d'Auray le lundi 4 mai pour assister à l'assemblée générale annuelle de Ti Douar Alre. Ce fut l’occasion
  • blbl
    13 Ebrel 2026

    Emvod Meur 2026

    Da lakaat e-barzh ho c'harned ! Emvod Meur Ti Douar Alre  a vo d'ar lun 4 a viz Mae, da 6e30 g.m e sal Hélène Branche, en Alre.
  • blbl
    19 Meurzh 2026

    Breizh da selaou, ur lennadenn get Daniel Carré

    Ti Douar Alre · Bzh_da_selaou_Voyage_a_travers_la_Bretagne_Sarah_Macquoid_1 Ti Douar Alre · Bzh_da_selaou_Voyage_a_travers_la_Bretagne_Sarah_Macquoid_2 Ti Douar Alre · Bzh_da_selaou_Voyage_a_travers_la_Bretagne_Sarah_Macquoid_3
  • blbl
    5 Meurzh 2026

    Barzhonegoù roeget - un abadenn kaset get Ronan Postic

    Kinniget get Ronan Postic :    Ti Douar Alre · 1_Barzhoneg_roeget_An_digreskin_Ronan_Postic   Ti Douar Alre · 2_Puca_Barzhonegoù_roeget_Ronan_Postic
  • blbl
    23 C'hwevrer 2026

    Miziad ar brezhoneg 2025

    E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregontaad abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad
  • blbl
    19 C'hwevrer 2026

    Me a lenn Breizh !

    Miziad ar brezhoneg hag ar gallaoueg eo miz Meurzh e Breizh. An emglevioù-bro é labourat àr dachenn sevenadur ha yezhoù Breizh er Mor-Bihan, get sikour Kuzul an Departamant, a ginnig deoc’h kemer
  • blbl
    12 Genver 2026

    Kan ar Bobl 2026 : A-gevret e Bro Gwened

    Emañ Kan ar Bobl é tostaat ! : Un digarez da dolpiñ kantadoù a ganerion/kanerezed, sonerion/sonerourezed ha bugale evit derc'hel bev, treuzkas ha kreñvaat hor glad sonet, kontet ha kanet! Hag e faot
  • blbl
    20 Kerzu 2025

    Komzoù Gouiañv

    Komzoù Gouiañv 1 : Pa oa an oabl hag an douar tost an eil d'egile :    Komzoù Gouiañv 2 : Pa gouezhas ar stered àr an douar :  Daniel Carré · Komzoù Gouiañv
  • 12 Kerzu 2025

    Digorit ho tivskouarn ! Kronikennoù evit ar re vras hag ar re vunut

    Dibabit ho podkast é klikiñ àr ur vignetenn :   KONTADENNOÙ HA RIMADELLOÙ  :                             
  • 24 Du 2025

    Kinnig Labour Renour / Renourez kamp an hañv 2026

    Kefridi : Sevel ur bare animatourion.rezed evit ober àr-dro ur strollad 20 bugel etre 7 ha 15 vlez. Sevel ha kas ur raktres pedagogel e brezhoneg en-dro d'ar mor ha d'an aod (atalieroù hag oberezhioù
  • blbl
    29 Gwengolo 2025

    BRO ALRÉ GOUIL BAMDÉ : Lanset eo an 20vet tennad !

    Lañset eo 21vet tennad Bro Alré Gouil Bamdé !   Oc'hpenn 50 den a oa tolpet e lec'h Ti Douar Alre disadorn paseet ; dilennidi, tud ag ar c'hevredigezhioù ezel a dTi Douar Alre. Oc'hpenn