Connexion
FR | BR
Brudin dre +
21 Du 2019

Galv : servij sivik

Klask a zo e Ti Douar Alre àr danvez ur post servij sivik 9 miziad get ar garg pennañ aesaat ha tostaad da sevenadur Breizh.

 

 

Tres labour an den c'hoantaet : e-pad e amzer servij keodedel en devo an den:

• da vonet davet tud ar c'hornad-bro - ha davet ar re yaouank da gentañ - evit diskouez dezhe, o lakaat da zizoloiñ perzhioù a sevenadur Breizh dre an degouezhioù savet, dre an emgavioù sevenadurel ha dre an darempredoù get ar c'hevredigezhioù o sav;

• da reiñ lañs da brantadoù dizoloiñ ar sevenadur digor da annezidi ar c'hornad (abadennoù koroll, troiadoù-bale odio, abadennoù tañvaat ar brezhoneg…); da skouer e-ser prantadoù ledanoc'h merchet e kalañder ti ar vro («Tañvaomp ar vro» e-pad an hañv…);

• da lakaat c'hoazh muioc'h àr-wel al labour graet en ti evit dougen bri da berzhioù ar sevenadur (labour àr ar rouedad, brudiñ en araok dre ur c'halañder…)

• d'en em gavet get an aozerion degouezhioù dre ar c'hornad get ar soñj reiñ lañs da brantadoù dizoloiñ sevenadurel kumun (kejadennoù, degouezhioù àr dachenn un gumun, prantadoù àr un tiriad ledanoc'h…);

• da ober al liamm ha da blaenaat an darempred etre ar boblañs, an dud a youl vat, ar gopridi é karg ag an tresoù, an arzourion.

• Tu ha tro a vo lezet get an den da reiñ lañs d'un tres personnel adalek ma vo doc'h spered ha pal ar gevredigezh hag ar servij keodedel.