Connexion
FR | BR
Brudin dre +
29 Ebrel 2022

Goûtez la Bretagne : les inscriptions sont ouvertes !

A-benn an hañv e vo moullet deiziataer sevenadurel "Goûtez la Bretagne" get Ti Douar Alre ! Gellet a rit enskriviñ hoc'h abadennoù amañ  pe é pellgargiñ ar fichenn-se.

Diwallit : 

Ma chom deiziataer ar festival "Bro Alre Gouil Bamdé" digor frank-ha-frank d'an holl kinnigoù degouezhioù hag abadennoù kinniget get ar rouedad, n'eo ket ar memestra evit "Un tañva a sevenadur Breizh". Er brogrammadur-mañ ne vo kinniget ken nemet degouezhioù maget get danvez Breizh : ar brezhoneg, ar sevenadur, an hengoun boblek, ar vro... Hor pal a zo brudiñ, lakaat àr wel ar binvidigezh-se e Bro An Alre e-pad miz Goureneñv ha miz Eost. Ne vo enta degemeret e programmadur Ti Douar Alre ken nemet an abadennoù é kouchiñ get ar pal-se.

 

Da gentañ-rac'h e vint brudet en linenn, àr ar rouedadoù sokial, àr hol lec'hienn-ni ; hag àr baper da c'houde.

Dizoloit an deiziaeter deuet er maez ar blez paseet amañ !

 

Enskrivit hoc'h abadennoù a-raok an 8 a viz Even.

Dielloù stag

 https://bzh.tidouaralre.com/web/upload/medias/1651221511626ba4072c541.pdf