Connexion
FR | BR
Brudin dre +
1 Genver 2017

Hetoù Ti Douar Alre evit ar blez nevez

Ra vo frouezhus evit ar rouedad a-bezh ! Deomp holl da zisoc'h a-feson get holl hon c'hoantoù a-hed ar mizioù da zonet. Pep kevredigezh doc'h he zu ha get he c'hoantoù ha tresoù, kement-se 'zo sur;  berzh mat ivez neoazh d'ar raktresoù a vo savet kevret etrezomp goude bout kemeret amzer d'en em anavout gwell an eil egile. Doc'h e du, Ti Douar Alre, ti ar yezh ha sevenadur Breizh, a zalc'ho par ma c'hello da sikour dougen bri, reiñ brud ha pinvidikaat hollad an degouezhioù - ha dreist-pep-tra ar re é tenniñ da zanvez Breizh - a vo savet àr zouar Alre, e dachenn labour.