Connexion
FR | BR
Brudin dre +
17 Du 2016

Kenavo, Douar Alre Gouel Bemdez 2016 !...

Setu klozet enta 12vet prantad Douar Alre, Gouel Bemdez. Re abred eo c'hoazh evit teurel ur sell munut àr an disochoù. Ne seblant ket deomp neoazh bout bet forzh dishañval doc'h ar re kent : abadennoù kentoc'h darempredet mat ; ar santimant bout santet un tamm buhez é verviñ dre Zouar Alre a-bezh. Ni, kenaozerion, hor boa en em gemeret evit ma vehe bet, da vihanañ, un degouezh bennak e pep kumun ; an dud, an arvesterion o deus, int ivez, en em ziblaset dre ar c'hornad. 'Vel kent, eh omp bet, ar wezh-mañ c'hoazh, e stad da ginnig abadennoù liesseurt dre an danvez, an dud gortozet, al lec'hioù hag an eurioù lakaet.

Lec'h ar brudiñ n'eo ket bet, sklaer eo, dister e-barzh an disoc'h-se gounidet deomp. "Douar Alre, Gouel Bemdez" a zo daet da vout ur gwir merk. Ni, e Ti Douar Alre, hon eus graet hor gwellañ evit kreskaat he brud : ur skritell nevez, ul levrig-programm, ar c’halander àr Internet, emgavioù get ar gazetennerion, daremprediñ ar mediaoù klewelet...). C'hwi, mignoned vat, a zo bet niverus ec'h ober mañsion anezhi en ur vrudiñ an abadennoù savet genoc'h. En em lakaat holl dindan ar mem merk-se hag en diskouez, aze emañ just a-walch hon nerzh hag hor volontez da zerc'hel d'ober.

A gement-se - hag a draoù arall - e komzimp arre e-ser ar bilañs a rimp asampl a-benn al lun 5 a viz Kerzu, da 6e30 g.m. er sinema Ti Hanok, en Alre. Gellet a rit merkiñ an emgav-se dija en ho karned. Digarez hor bo ivez da zizoloiñ, an deiz-se memp, ar film bet kensavet, etre an 16 hag an 29 a viz ar Gouel-Mikel, get ar gevredigezh 100Lieux ha Ti Douar Alre diàr an abadennoù, an dud, al lec'hioù bet darempredet get ar skipailh filmiñ.

 

D. Carré,

prezidant Ti Douar Alre

  • blPodcast - Priz an avaloù bravbl
    20 Meurzh 2023

    Priz an avaloù brav, un conte de Daniel Carré (podcast)

    Adkavit bouezh Daniel Carré ha selaouit doc'h ar gontadenn “Priz an avaloù brav”. Un doare dic'hortoz da addizoloiñ douar Alre é heuliiñ troioù-kaer mab ur peizant, den tort met
  • blbl
    3 Meurzh 2023

    Digor-Kalon ar vrezhonegerion

    Hag emañ ar brezhoneg e-kreiz ho labour ? ement ha lañsiñ Miziad ar brezhoneg oc’h kouviet get Ti Douar Alre ha Kenleur d’un digor-kalon. Un digarez brav d’en em gavout asampl ha da gomz a raktresoù
  • blbl
    27 C'hwevrer 2023

    Miziad ar brezhoneg àr zouar Alre 2023

    E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregontaad abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad
  • blbl
    23 Genver 2023

    KAN AR BOBL 2023 " A GEVRED E BRO GWENED "

    Ar blez-mañ e vo kinniget ur genstrivadeg Kan Ar Bobl àr zouar Alre " A Gevred e Bro Gwened ". Dalc'het e vo d'ar Sadorn 25 a viz Meurzh, er sal Emeraude e Lokoal-Mendon, da geñver Miziad ar brezhoneg.
  • blbl
    19 Genver 2023

    Nouvel animateur ateliers " Dañs Alre "

    Les danseurs de l’atelier du mardi soir Dañs Alré, qui regroupe plus d'une centaine d'adhérents au sein de la maison de pays Ti Douar Alré, ont pu se retrouver comme à l’accoutumé le 17 janvier
  • blbl
    7 Here 2022

    Paperioù kozh skrivet e brezhoneg…

    E 2019, pa oad é skarzhiñ porzh a-gent ar person, e oa bet kavet ur yoc’h dielloù dornskrivet e brezhoneg evit al lod muiañ anezhe. Fiziet e oant bet eoa bet e Ti Douar Alre, karg d’ar re-mañ
  • blbl
    7 Here 2022

    Rallye photos en autonomie

    Cette année, à cause du mauvais temps, nous avons du annuler le rallye photos prévu à Plouharnel le 15 octobre. Cependant, nous avons proposé un autre format de rallye en ligne.    👉 Le
  • blbl
    6 Here 2022

    Lañset eo 18vet tennad Bro Alre Gouil Bamdé !

    Ur sell àr taol-lañs ar gouel zo bet e Landevant disadorn paseet (1añ a viz Here). Oc'hpenn 60 den a oa bodet evit dizoloiñ programm an 18vet tennad.   Adkavit ar programm a-bezh amañ
  • 26 Eost 2022

    L'atelier danse reprend à Auray !

    L’initiation à la danse bretonne reprend le mardi 6 septembre avec André Arhuéro. Le cours d’initiation à la danse bretonne «Dañs Alré» signe un partenariat entre Ti Douar Alré et
  • blbl
    13 Mezheven 2022

    Un Automne autrement 2022 : les inscriptions sont ouvertes !

    L’équipe de Ti Douar Alre est heureuse de vous annoncer que la 18e édition du festival Un Automne autrement – Bro Alré Gouil Bamdé se déroulera du 7 octobre au 13 novembre 2022.
  • blbl
    29 Ebrel 2022

    Goûtez la Bretagne : les inscriptions sont ouvertes !

    A-benn an hañv e vo moullet deiziataer sevenadurel "Goûtez la Bretagne" get Ti Douar Alre ! Gellet a rit enskriviñ hoc'h abadennoù amañ  pe é pellgargiñ ar fichenn-se. Diwallit : 
  • blbl
    8 Ebrel 2022

    Ur sell àr Miziad ar Brezhoneg

    Le Mois de la langue bretonne vient de se terminer et plus de 1000 personnes ont participé à la trentaine d’animations proposées par la maison de pays et son réseau. Concours d’hanter-dro au
  • 5 Ebrel 2022

    Kinnig labour

    Ti Douar Alre a zo é klask ur skoazeller.ez àr ar melestradur, ar c'hontoù hag ar bruderezh : https://fr.calameo.com/read/0046368562110f0396ed2
  • blbl
    3 Meurzh 2022

    Atalieroù e brezhoneg

    Dizoloit hon deiziater trimiziek atalieroù evit ar re yaouank e brezhoneg : kizelliñ koad, sevel abadennoù radio, kinkladurioù Nedeleg... Pep hini a gavo h.e lod ! Amañ : https://www.calameo.com/read/004636856649e0d5f6cea
  • blbl
    2 Meurzh 2022

    Stagadenn "Le trésor d'Erdeven / Teñzor an Ardeven"

    E 2017, e suler presbital kozh an Ardeven e oa bet adkavet, gouarnet en ur voest kartoñs, un torkad dielloù paper a reer bremañ Teñzor an Ardeven anezhañ. Ur gavadenn dic'hortoz ha prizius
  • blbl
    24 C'hwevrer 2022

    Emvod Meur 2022

  • blMiziad ar brezhoneg àr zouar Alrebl
    22 C'hwevrer 2022

    Miziad ar brezhoneg àr zouar Alre

    E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregont abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad kevredigezhioù
  • blbl
    1 C'hwevrer 2022

    GÊR A-BERZH MARTIN COUDER, ARZOUR

    Mignoned karet ag an atalieroù kaset genin àr an Tanin e Pleuwigner hag e lec'hioù-all dre vro An Alre, mignoned ag ar gevredigezh l'Art de L'île. Doare a gasan deoc'h ne vo ket mui, adalek ar 1añ
  • blbl
    23 Kerzu 2021

    Prof Nedeleg maer St-Ujen, un danevell da selaou get Daniel Carré

    Kentañ pennad : ​Evit pellgargiñ an destenn, klikit amañ !   Eil pennad : Evit pellgargiñ an destenn, klikit amañ !   Trivet
  • blbl
    9 Kerzu 2021

    Nedeleg e brezhoneg !

    Setu un toullad frazennoù talvoudus evit souetiñ gouelioù dibenn-blez bourrapl d'ar re a zo kar deoc'h ha d'ho kensorted. Evit selaou an distagadur, klikit amañ !