Connexion
FR | BR
Brudin dre +
9 Meurzh 2021

Kenstrivadeg danevelloù berr e brezhoneg 2021

Evit an trivet blezad e kinnigomp deoc’h kemer perzh en ur genstrivadeg danevelloù berr. Kemerit harp àr an tri ger-mañ : Edan ebr Meurzh, hag àr ar skeudenn a welit amañ a-dreist. Ar robot “Perseverañs” an hani eo,  kaset n’eus ket pell ‘zo àr Meurzh get an NASA. E korf ur bajennad (pe 4000 sin d’ar muiañ), ijinit  petra a c’hellahe kavout àr e hent, petra a c’hellahe bout disoc’h e veaj. Bez e c’hellit roiñ d’ho skrid ul liv gwirion, faltaziek peotramant c’hoazh  barzhoniek, èl ma karit. Kasit deomp ho tanevell a-raok an 10 a viz Ebrel 2021, dre bostel da oliertidouaralre@ gmail.com, é lâret evit pezh rummad eo : tud daet pe tud edan 18 vlez. 

 

Kement ha roiñ soñjoù deoc'h :

 

Dielloù stag

 Kenstrivadeg danevelloù berr