Connexion
FR | BR
Brudin dre +
30 Genver 2025

Kinnig Labour Animatourion / ezed kamp an hañv

Emañ Ti Douar Alre é klask animatourion/ezed evit ar c'hamp "Digor d'an Avel vor" a vo dalc'het e tachenn kamping Ar Goviro, e Kiberen, d'ar 6 hag an 12 a viz Gouere 2025.

Kefridi  : Gober àr-dro ur strollad 24 bugel etre 7 ha 12 vlez, gober àr dro ar vuhez pemdez, alejiñ boued, kinnig surentez afektivel ha fizikel doc'h ar vugale, bout plijet aoziñ oberezhioù àr vor, kizidikaat ar vugale get an nature ag an ekologiezh, 
Bout gwarant a-fed surentez a gorf, a spered hag a vuhez vat ar vugale degemeret. Heuliañ ar veilladennoù ha kemer intrudu.
Bout plijet labourat a-stroll.

Doare kontrad : CDD d'an 6 hag an 12 a viz Gouere 2025

Stummadur : Stajiad/ez DABU pe DABU Kloaket
breved neuial ma vehe moaien
Brezhoneg komzet ha skivet mat.

Gopr herve ar skienprenet.