Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ

Salle Kerverh
56690 Landévant

Darempred

Ar brezhonegadurioù, komz brezhoneg hep gouiet deoc'h

Prezegenn Landévant - 11 Meurzh 2025

Tres

Predegenn kaset e galleg. Hervé Lossec, aozour al levr Bretonnismes a zikouezo deoc'h get fent e ouiit kalz muioc'h evit na soñjit a-fed brezhoneg ! En ur vonet da heul neudenn ur c'hinnig-video skeudennet get Nono, ho lakay da dañva pinvidigezh ar brezhoneg a adkaver e liv àr galleg ar vro : roudenn a yezh a gaver e gerioù 'zo, en ereadurezh, e displegadurioù dic'hortoz, e troiennoù skeudennet, er c'hunujennoù hag er gerioù gros na vênt ket desket nag er skol nag er c'hentelioù-noz. Un trezol hag ur glad gwirion da ouarn int, a lâr deomp ar skrivagnour a vro Leon.

Landevan, sal Kerverh
6e30 g.m.
Lod hervez pep unan
Aozet get Ti Douar Alre, Kerlenn Sten Kidna ha kumun Landevan

Poltredoù

21 C'hwevrer 2025

Miziad ar brezhoneg 2025

E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregontaad abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad ...
> Gouiet hiroc'h