Connexion
FR | BR
Brudin dre +
30 Du 2016

Miziad ar Brezhoneg 2017

N'eo ket e-pad ur sizhuniad, met a-hed miz Meurzh a-bezh da zonet e kinnig Rannvro Breizh da dier ar vro diskouez ha sevel ar brezhoneg ar gwellañ mar gellint. E-serr komision ar brezhoneg Ti Douar Alre e vêr bec'h dija doc'h en em soñjal. Ma n'eo ket c'hoazh savet ar programm da vat e c'heller neoazh lâret e vo un ugent abadenn bennak, ha traoù a bep sort (filaj, sonerezh, choariva, predegennoù, baleadennoù, sport...) ha traoù evit an holl, bras ha bihan. Edan un nebeut sizhuniadoù bremañ e vo tro bout kement tra en linenn.