Connexion
FR | BR
Brudin dre +
26 Genver 2018

Miziad ar Brezhoneg 2018

Ar blez-mañ c'hoazh e ray Ti Douar Alre àr-dro kenurzhiiñ roll an abadennoù a vo kinniget àr Zouar Alre da geñver Miziad ar brezhoneg. Pal ar gouel-se, lañset e 2012 get rannvro Breizh, a zo e bal dezhañ lakaat àr wel yezhoù Breizh ha kizidikaat ar muiañ niver a dud. E 2018 e vo kinniget deoc'h get Ti Douar Alre hag e gevelerion, ar c'hevredigezhioù Kerlenn Sten Kidna hag Ar Vammenn, Ti Hanok (sinema An Alre), Akademiezh Stez-Anna ha rouedad skolioù divyezhek Bro An Alre, un tregont bennak a abadennoù, digor d'an holl ha digoust evit al lodenn vras anezhe. Èl ar blezadoù paseet e vo embannet un diell divyezhek. E 2018 e vo dasparzhet e pretioù Bro An Alre ur c'hondre divyezhek e-lec'h ma vo kavet frazennoù ha gerioù en-dro d'ar boued ha d'an daol (kement-se evit netra).

Pellgargapl e vo roll an abadennoù àr hol lec'hienn e penn-kentañ miz C'hwevrer.