Connexion
FR | BR
Brudin dre +
20 C'hwevrer 2018

Mois de la langue bretonne en Pays d'Auray

Ar blez-mañ c'hoazh e vo kenurzhiet roll an abadennoù a vo kinniget àr Zouar Alre da geñver Miziad ar brezhoneg get Ti Douar Alre. Lañset e oa bet ar soñj-se e 2012 get rannvro Breizh get ar pal kizidikaat ar muiañ niver a dud doc'h yezhoù Breizh : ar brezhoneg hag ar gallaoueg. E 2018 e vo kinniget deoc'h oc'hpenn un tregont abadenn, digor d'an holl evit netra evit al lodenn vrasañ anezhe. Ar miziad-mañ a vez kenarc'hantaouet get Ti Douar Alre ha Kerlenn Sten Kidna ha kenaozet get sikour kevredigezhioù arall é labourat àr dachenn ar brezhoneg èl Ar Vammenn.
D'ar sadorn 3 a viz Meurzh da greisteiz dirak mediaoueg Brec'h, goude an abadenn « Lennomp asampl », e vo profet d'an dud un tasad kement ha lañsiñ ar miziad èl mand eo deliet !

Dielloù stag

 Programm Miziad ar brezhoneg
 https://bzh.tidouaralre.com/web/upload/medias/15191405875a8c3eebce544.pdf