Connexion
FR | BR
Brudin dre +
26 Du 2020

Morwenn Le Normand e skolioù bro An Alre

Dre ma ne oa jet tu tolpiñ ar blez-mañ bugale rac'h skolioù divyezhek ar vro, emañ bet divizet get Ti Douar Alre ha Kerlenn Sten Kidna en em glevet evit kinnig d'ar skolioù degemer Morwenn le Normand evit kas atalieroù kanal.

Ar gelennerion n'int ket chomet diseblant dirak ar c'hinnig; 11 skol - diàr ar 15 a zo er vro - o deus roet dor zigor d'ar ganourez. A-hed div sizhunvezh diwezhañ miz Du he deus bet enta digarez ha tro d'en em gavet get 35 strollad/klasad dishañval. An atalieroù-se (labourat àr c'han, an ton, al lusk…) a vo pazenn gentañ un arvest raktreset geti evit 2021; e kalon an degouezh en em gavo tem ar gwenan.

Hervez ar c'hloc'hadoù daet àr-eeun betek Ti Douar Alre hag ar re bet bannet àr ar c'hazetennoù - ha zoken àr FR3 Hirwazh -  en deus kerzhet an droiad biskoazh bravoc'h; seblant vat enta evit an dazoned.

Morwenn le Normand a gas ivez Let's kan, un atalier kanal miziek e Ti Douar Alre, e Pleuwigner; atav evit ar vugale etre 8 ha 14 vlez. Gouiet muioc'h.