Connexion
FR | BR
Brudin dre +
14 Here 2017

Ralli fotoioù niverel

D'ar sadorn 14 a viz Gouel-Mikael e kinnig Ti Douar Alre get sikour Auray Quiberon Terre Atlantique ha kreizenn-dour Alre'O, ur ralli fotoioù niverel digor d'an holl. An tem lakaet d'an devezh 'zo « lignes de fuite ». Krogiñ a ray da 9e30 da vintin e-barzh hall kreizenn-dour Alre'O en Alre. Pep eur e vo roet ul lizher d'an dud get ur ger pe ur frazenn verr, kement a zigarezioù da labourat ha d'en em soñjal àr tem an devezh. Ar fotoioù choajet a vo moullet ha lakaet edan ur gwer. Moaien e vo o gwelet e-barzh hall ar poull-neuial hed-ha-hed festival Bro Alré Gouil Bamdé, etre ar 14 a viz Gouel-Mikael hag ar 24 a viz Kala-Gouiañv. Klozet e vo an devezh get digorlid an diskouezadeg. Roet e vo 3 friz ar jury, 3 friz ar weladennerion (evit ar rummadoù oadourion, dre skipailhoù hag edan 18 vlez) hag ur priz Auray Quiberon Terre Atlantique.

Evit lakaat hoc'h anv, kasit ur postel da oliertidouaralre@gmail.com (evit netra).

Dielloù stag

 https://bzh.tidouaralre.com/web/upload/medias/150729398759d77b233716a.pdf