Connexion
FR | BR
Brudin dre +
12 Meurzh 2016

Sizhunvezh ar brezhoneg 2016

Dalc'het e vo Sizhunvezh ar brezhoneg evit ar bedervet gwezh etre an 12 hag an 20 a viz Meurzh 2016. 

Sizhunvezh ar brezhoneg zo ur raktres bet lañset e 2012 get Kuzul-rannvro Breizh. Savet eo bet get ar soñj brudiñ yezhoù Breizh (an deskiñ hag an ober gete) en holl degouezhioù ag ar vuhez pemdeziek.

Kenurzhiet eo get Ti Douar Alre e bro an Alre.

Gwelet ar programm da bellgargiñ peotramant dre hor c'halander en linenn.

Diwallit ! Cheñchamant lec'h :

- Dalc'het e vo an devezh-studi / ar c'hwiz e Ti Kendalc'h en Alre (Z.A. Porte Océane e-tal Ti-Hanok sinema An Alre) ha pas e Lise Kêrplouz èl ma oa bet lakaet da gentañ-penn.

- Dalc'het e vo ar stal-labour linograverezh e sal Ti Douar Alre e Pleuwigner ha pas e Lise Kêrplouz èl ma oa bet lakaet da gentañ-penn.