Connexion
FR | BR
Brudin dre +
30 Meurzh 2016

Sizhunvezh ar brezhoneg 2016

Ar blez-mañ emañ bet dalc'het Sizhunvezh ar brezhoneg 2016 etre an 12 hag an 20 a viz Meurzh. Hogozik 1 300 den o deus kemeret perzh en abadennoù kinniget àr zouar Alre get Ti Douar Alre ha razh an aktourion a labour evit treuskas ha lakaat ar yezh àr wel en hor c'hornad (kevredigezhioù, skolioù).

20 emgav a zo bet kinniget d'an dud, kement a zegouezh da glevet ar yezh ha d'ober geti. Lod ag an abadennoù a oa kentoc'h evit an dud daet (filaj, brezhoneg dating, gweladenn diskouezadeg al livour Tal Coat en otel Limur kaset e brezhoneg), lod arall evit ar vugale (abadennoù tañva d'ar yezh er skolioù unyezhek, troiad filmoù-bevaat Daoulagad Breizh, lennadennoù er mediaouegoù).

Èl àrlane eh eus bet tennet ul levrig divyezhek get gerioù ha frazennoù talvoudus a-barzh da vout implijet en un ti-koñvers (ar blez-mañ emañ bet choajet ar stalioù-kazetennoù). 3 500 skouerenn 'zo bet dasparzhet e Bro An Alre.

A-c'houde ma oa bet lañset ar sizhuniad-mañ gouestlet da yezhoù Breizh – setu bremañ 4 blez 'zo - eo daet honnezh da vout ur prantad a-bouez e-barzh roll-labour Ti Douar Alre hag e kani komision ar brezhoneg.