Connexion
FR | BR
Brudin dre +
21 Here 2016

Sonadeg Youn Kamm ha Bagad Penn ar Bed, An Alre

Un arvest sonerezh ag ar re gaerañ-tout a zo bet kinniget d'an 250 den da selaou doc'h Youn Kamm ha Bagad Penn-ar-Bed, disul diwezhañ (16 a viz here) e kreizenn Athena en Alre; un degouzh savet kevret get Ti Douar Alre ha kêr An Alre e-serr Douar Alre, Gouel Bemdez 2016. Ur pezh a skouer a dreuzkas sevenadurel e gwirionez : danvez Breizh (sonerezh, gwerzioù, brezhoneg) diskouezet, pinvidikaet, bravaet ha douget get sonioù nevez; lakaet biskoazh gwell da gouchiñ da doc'h an amzer a hiriv. Braventez evit an divskouarn hag an daoulagad, gwir from ha gwir vegon. Dilikat !