Connexion
FR | BR
Brudin dre +
20 Genver 2015

Stalioù-labour Gober e brezhoneg

Ar blez-mañ e vo kinniget 4 stal-labour e brezhoneg get Ti Douar Alre, 4 oberiantiz liessort anezhe, ag ar c'han d'an arzoù plastek. Digor int d'an holl adal al live A1 (peotramant goude ur blezad kentelioù-noz). Kement staj a zo un degouezh d'an dud d'en em gavout asampl e-barzh un en-dro brezhonegour hag un digarez da zeskiñ traoù, da eskemm ha da gaout plijadur ec'h ober get ar yezh.
 
Setu roll ar stajoù kinniget deoc'h ar blez-mañ :
  • staj poderezh get Bernard Fravalo,
  • staj dañsal get Dominique Bertrand,
  • staj kanal get André Le Meut ha Jean-Paul Rieux,
  • staj arzoù plastek get Olivier Berson.

Evit gouiet hiroc'h a-ziàr hor c'hinnig stajoù (priz, deiz, danvez ar stajoù, penaos en em enskriviñ ha c'hoazh...), taolit ur sell àr ar c'harned a c'hellit pellgargiñ amañ dindan peotramant kasit ur postel deomp da : oliertidouaralre@gmail.com.

Dielloù stag

 https://bzh.tidouaralre.com/web/upload/medias/142174565354be1df581876.pdf
 https://bzh.tidouaralre.com/web/upload/medias/142174566154be1dfd5d27f.pdf