tro-vale anvioù-lec'h ha natur d'an 30/04/2014
Aozet e oa an darvoud get Kerlenn Skidna diàr intrudu Kumun Brec’h ha Ti Douar Alre. Ur 25 bennak a dud a oa prest da vonet da vale d’ar sul 30 a viz Meurzh, e Brec’h, e-tal Prad ar Vartired. E-mesk an dud-se ne oa ket kalz hag a gomprene brezhoneg trawalc’h evit heuliiñ mat an displegadennoù roet get Patrick Drean. Neoazh e oa bet kinniget dezhe gober pep tra e brezhoneg ur sort, hag o lakaat da glevet an droidigezh e galleg get sikour ar valizennad get 20 tokarn bet prenet n’eus ket forzh gwerso get Kerlenn Sten Kidna àr-un-dro get Ti Douar Alre. Get sikour ar voestad-se, hag èl rezon, get labour ar jubennour David ar Rouz hag a droe a-vuzul, er mikro hag a gase ar son d’an tokarnioù. Diskouezet o doa an dud bout kontant gellet klevet èl-se son ar brezhoneg, ar pezh a zo e-kreiz palioù sizhuniad ar brezhoneg, ma oa ar valeadenn unan ag an abadennoù enni.El-se e oa bet goulennoù savet a-hed an hent, e brezhoneg pe e galleg. Ma oar an animatour meur a dra, ne oar ket pep tra ha talvoudus-bras e oa klevet an dud é lâret ar pezh a ouiont pe é lakaat an animatour da resisaat e gaoz get o goulennoù.
Pleustret e oa bet àr daou dra dreist-holl e-pad an droiad : doc’h un tu, anvioù ar parkeier hervez ar c’hadastr kozh, ar pezh a dalvont e brezhoneg (pa vez gouiet) hag ar cheñchamantoù evit degouezhout get ar pezh a welomp bremañ. E Rostevel da skouer e oa interesant gwelet dre ar c’hadastr roudoù ag ar feson ma veze aozet ar labour-douar tro-ha-tro d’an tier.
Doc’h an tu arall e veze sellet spis doc’h an natur tro-ha-tro. E-mesk ar c’havadennoù : sonerezh get ar pimpoch pe get ar pis-toutou (pe c’hervizon), ar freskon (torch ha revr getoñ !), buhez an torrig-kenaou pe ar pennig-glaou er brinkier, broñs ar faou, an oulm-gwenn (pe onn), bleuñv ar spern-du, implijoù liessort ar skav… hag ur blantenn souezhus he zres, ha souezhusoc’h c’hoazh an implij graet anezhi : ar sendegri pe jilegre.
Aet e oa ar valeerion get an hent a grap betek Rostevel, ha goude o doa troet a-zehoù a-hed an hent-houarn da gavout « kroaz Herve » bet savet e koun « emgann an Alre », kent monet get an devalenn betek Toullbazhadoù en-dro. Goude tost teir euriad bale e oa plijadur àr fasoù an dud. Ha diskouezet e oa bet e vez moaien d’ober get ar valizennad àr an hentoù ivez, hep diaezamant, ha pas hepken en ur sal.
-


3 Gwengolo 2026
Dañs Alre : edan berr e krogo an atalieroù en-dro !
Edan berr e vo kroget en-dro get an atalieroù Dañs Alre, an abadennoù tañva d'an dañs kinniget get Ti Douar Alre. Èl bepred e vint dalc'het bep Meurzh, etre 7e30 ha 9e noz, er sal Péron en Alre

1 Gwengolo 2026
"Un été en Bretagne", ul lennadenn get Daniel Carré
Da geñver eilvet lennadenn "La Bretagne à écouter lire à l'heure du café" e voc'h kaset get Daniel Carré da heul ur beajour saoz arall ag an XIXvet kantved : Th. A. Trollope,

1 Gwengolo 2026
Distro ar c'hentelioù brezhoneg !
Setu arru miz Gwenholon, emañ ar c'hentelioù brezhoneg edan krogiñ en-dro ! Ar blez-mañ e vo kinniget deoc'h - get Kerlenn Sten Kidna hag Ar Vammenn - 18 kentel, 5 live,- 30 Eost 2026
Un Automne autrement 2026 : les inscriptions sont ouvertes !
L’équipe de Ti Douar Alre est heureuse de vous annoncer que la 22e édition du festival Un Automne autrement – Bro Alré Gouil Bamdé se déroulera du vendredi 2 octobre au dimanche

27 Eost 2026
Roue ha rouanez an ozeganed
Pas pell a Gamorzh, en e gastell e-kreiz ar c'hoad, e veve un aotrou. Beviñ a rae en e-unan get e vatezh hag e vevel. Sot e oa get al lapoused, ken sot e oa gete ma faote dezhañ o fiaouiñ tout : marv pe bev.

27 Eost 2026
Ar c'hi burzhudus
Un noz e tegouezhas un dra dic'hortoz-kaer get Yann ar C'horr. Àr dreuzoù an nor e kavas ur c'hi - ur pezh mell unan ! - doc'h e golierenn, en-dro d'e c'hoûg, 'oa teir steredenn

25 Mezheven 2026
Un tañva a sevenadur Breizh 2026
Setu daet an hañv ! … Hag e teua Ti Douar Alre, ti ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e Bro An Alre, d’ho kouviiñ holl, bras ha bihan, kozh ha yaouank, annezidi ha tud é tonet a lec’h-all da zizoloiñ

4 Mezheven 2026
Kinnig labour
Ti Douar Alre a zo é klask ur skoazeller.er àr ar melestradur, ar c'hehentiñ hag ar buheziñ ! Kasit ul lizher hag ur CV da degemer@tidouaralre.com

1 Mezheven 2026
Ti Douar Alre - Première rencontre des élus référents
Samedi 30 mai dernier, Ti Douar Alre recevait les élu.es référent.es langue et culture bretonne désigné.es par les nouveaux conseils municipaux ; pour la grande majorité d’entre eux, un premier

6 Mae 2026
Compte-rendu Assemblée générale 2026
Soixante-dix personnes étaient présentes à la salle Hélène Branche d'Auray le lundi 4 mai pour assister à l'assemblée générale annuelle de Ti Douar Alre. Ce fut l’occasion

13 Ebrel 2026
Emvod Meur 2026
Da lakaat e-barzh ho c'harned ! Emvod Meur Ti Douar Alre a vo d'ar lun 4 a viz Mae, da 6e30 g.m e sal Hélène Branche, en Alre.

19 Meurzh 2026
Breizh da selaou, ur lennadenn get Daniel Carré
Ti Douar Alre · Bzh_da_selaou_Voyage_a_travers_la_Bretagne_Sarah_Macquoid_1 Ti Douar Alre · Bzh_da_selaou_Voyage_a_travers_la_Bretagne_Sarah_Macquoid_2 Ti Douar Alre · Bzh_da_selaou_Voyage_a_travers_la_Bretagne_Sarah_Macquoid_3

5 Meurzh 2026
Barzhonegoù roeget - un abadenn kaset get Ronan Postic
Kinniget get Ronan Postic : Ti Douar Alre · 1_Barzhoneg_roeget_An_digreskin_Ronan_Postic Ti Douar Alre · 2_Puca_Barzhonegoù_roeget_Ronan_Postic

23 C'hwevrer 2026
Miziad ar brezhoneg 2025
E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregontaad abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad

19 C'hwevrer 2026
Me a lenn Breizh !
Miziad ar brezhoneg hag ar gallaoueg eo miz Meurzh e Breizh. An emglevioù-bro é labourat àr dachenn sevenadur ha yezhoù Breizh er Mor-Bihan, get sikour Kuzul an Departamant, a ginnig deoc’h kemer

12 Genver 2026
Kan ar Bobl 2026 : A-gevret e Bro Gwened
Emañ Kan ar Bobl é tostaat ! : Un digarez da dolpiñ kantadoù a ganerion/kanerezed, sonerion/sonerourezed ha bugale evit derc'hel bev, treuzkas ha kreñvaat hor glad sonet, kontet ha kanet! Hag e faot

20 Kerzu 2025
Komzoù Gouiañv
Komzoù Gouiañv 1 : Pa oa an oabl hag an douar tost an eil d'egile : Komzoù Gouiañv 2 : Pa gouezhas ar stered àr an douar : Daniel Carré · Komzoù Gouiañv- 12 Kerzu 2025
Digorit ho tivskouarn ! Kronikennoù evit ar re vras hag ar re vunut
Dibabit ho podkast é klikiñ àr ur vignetenn : KONTADENNOÙ HA RIMADELLOÙ :- 24 Du 2025
Kinnig Labour Renour / Renourez kamp an hañv 2026
Kefridi : Sevel ur bare animatourion.rezed evit ober àr-dro ur strollad 20 bugel etre 7 ha 15 vlez. Sevel ha kas ur raktres pedagogel e brezhoneg en-dro d'ar mor ha d'an aod (atalieroù hag oberezhioù

29 Gwengolo 2025
BRO ALRÉ GOUIL BAMDÉ : Lanset eo an 20vet tennad !
Lañset eo 21vet tennad Bro Alré Gouil Bamdé ! Oc'hpenn 50 den a oa tolpet e lec'h Ti Douar Alre disadorn paseet ; dilennidi, tud ag ar c'hevredigezhioù ezel a dTi Douar Alre. Oc'hpenn





