Connexion
FR | BR
Brudin dre +
10 Meurzh 2021

UN DASTUMAD DANEVELLOÙ

Setu aze un dibab danevelloù e-mesk ar re bet kaset deomp da geñver kenstrivadeg danevelloù berr 2020. 7 skrid a zo bet tolpet ennañ en-dro d’un tem boutin : un dresadenn savet get Denez Prigent. Un digarez kaer eo al levrig-mañ, embannet get sikour kengevredigezh Bouloñjerion ar Mor-Bihan ha Yoran Embanner, da ziskouez pegen bev eo an c’hoant da skriv e-mesk ar vrezhonegerion ha pegen ampart int àr arz an danevell. Troet int bet e galleg evit an nannvrezhonegerion. 5000 ‘zo bet moullet, kavet e vint evit netra e-barzh bouloñjerezhioù, tier-koñvers ha mediaouegoù douar Alre. Ul lod vat ag an danevelloù a c’hellit adkavet da selaou àr lec’hienn Ti Douar Alre (klikit amañ).

 

Dielloù stag

 Dastumad danevelloù