Connexion
FR | BR
Brudin dre +
23 Ebrel 2024

UN TAÑVA A SEVENADUR BREIZH : DIGOR EO AN ENSKRIVADURIOÙ !

Emañ an hañv é tonet ! Ha getañ kours un "Tañva a sevenadur Breizh" gantañ !

Breizh a vo lakaet àr wel e Bro An Alre a-hed ar gouel-se : sonerezh, kan, dañs, arz, yezh, istor, kontadennoù, glad, hengounioù ha ober.

Aozet get Ti Douar Alre hag oberourien ag ar Vro, da lâret eo : Geneoc'h c'hwi ! Savet e vo ar programm get an darvoudoù kinniget geneoc'h evel-just !
Doc'h e du, Ti Douar Alre a ray àr-dro ar brudiñ en linenn àr baper : embannet e vo ul levrig, ur benveg aes da reiñ un daolenn hag ur c'halañder ag an danvez kinniget a-bezh.
Ur miziad ho peus evit lakaat hoc’h abadennoù (betek an 18 a-viz Mae).

Trawalc’h eo deoc’h o diskleri en ur implij ar fichenn-mañ : https://drive.google.com/file/d/1cHWKg3S1tsKZn7W2jCRa3538oVk53_jc/view

Ho trugarekaat ha ken ar c'hentañ !
Skipailh Ti Douar Alre