Lec'hiiñ
Salle de la Madeleine
56330 Pluvigner.
Saverion
Darempred
Pluvigner-Patrimoines : 06.61.44.40.32
Ur sell àr boblañs Pleuwigner en XIXvet kantved en ur vonet dre gaieroù marilh ar gumun
Prezegenn Pluvigner. - 21 C'hwevrer 2016Tres
Dre geñveriañ an titouroù serret er c'haieroù marilh (ganidigezh, mortuaj, dimeziñ) a-hed daou brantad a zek vlezad pep unan - etre 1805 ha 1816 doc'h un tu ha 1855-1866 doc'h un tu arall - eh eus digarez da welet emdroadur ar boblañs e-korf 50 vlez : marvañs en oad tinerañ ha sistem ar yec'hed ; siniñ an aktoù ha stad ar skoliatiñ; micherioù hag an industriezh a denn da ved al labour; an anvioù-badeziant hag an dimeziñ d'ar relijion; ar marvañs pell ag ar vro d'ar servij graet evel soudard en arme... Pep tra dastumet en dielloù, displeget ha spisaet get darvoudoù dibabet a-ratozh.
Un abadenn savet e heuliad "Etre 10 eur ha kreisteiz" 2016 ha kaset get J.C. Démichel hag ar strollad labour
Emgav 10e e sal ar vadelen