Edition : "De loen en large !" Recueil d'expressions populaires bretonnes
Pa en em wel mab-den e porteled al… loened ! Un droiad, pajenn goude pajennn, dre minotennoù an antropomorfism degaset deomp dre ar brezhoneg. Un tañvaad a vuhez birvidant parlant pemdeziek ar bobl, a faltazi an dud.
Komzoù ha begadoù degaset a-feson : “Penn jao !”, “Moj-mingreign !” … Skeudennoù ha metaforennoù : “Eñ a gousk en e ruskenn”, “Eñ a spawo un hoc’h hep er gwadiñ !”, “Bout zo ur jav e ma lagad !” … Mar bez aes ar c'hentañ kompren d'an holl vrezhonegerion monet davet ar ster kuzhet a-dreñv ar formulenn, bout e stad d'he implij el lec'h hag er c'hourz ma koucho a zo un afer-all ! Ret eo bout en desket ! Ret eo bout a… zu-mañ !
Ur pezh a oberenn savet diàr ur gwir labour dastum kaset e-mesk brezhonegerion a-vihanik a vro An Alre. Un oberenn savet evit an holl lennerion, brezhonegerion ha nannvrezhonegerion (troet brav eo ar propozioù), aes ha plijus da lenn, get tresadennoù savet a-ratozh é kouchiñ biskoazh gwell dre o fent, o liv hag o spered doc'h ar gaoz diskouezet. Ur binvidigezh sevenadurel evit an holl abalamour d'al labour lec'hiiñ ar propozioù er vuhez hag er sevenadur hengounel.
Patrick Dréan (labour dastum ha kinnig): ganet e Brec'h. Brezhonegour ampart ha gouiziek, dreist pep tra a-fet brezhoneg bro Wened. É labourat e-ser Stumdi. Kadoriad Kerlenn Sten Kidna AnAlre
Olivier Berson (tresadennoù, maketenn): ganet e St-Maloù; é chom e bro An Alre abaoe 2008. Animatour brezhoneg e Ti Douar Alre; karget a labourioù grafour ha maketennour.
«De loen en large» : 64 pajenn; 17 tresadenn.
Kenembannet get Ti Douar Alre & Kerlenn Sten Kidna
Priz : 8 €
E gwerzh :
a) stalioù levrioù ispisializet.
b) Ti Douar Alre (11, ru an Tanin, 56330 Pleuwigner).
c) Kerlenn Sten Kidna (6, ru Joseph Rollo 56400 AN ALRE).
d) dre lizher / dre internet àr hor lec'hiennoù WWW.TIDOUARALRE.COM (+ 3 € mizoù kas). Chekenn (11 €) àr anv TI DOUAR ALRE.
-
29 Ebrel 2022
Goûtez la Bretagne : les inscriptions sont ouvertes !
A-benn an hañv e vo moullet deiziataer sevenadurel "Goûtez la Bretagne" get Ti Douar Alre ! Gellet a rit enskriviñ hoc'h abadennoù amañ pe é pellgargiñ ar fichenn-se. Diwallit : -
8 Ebrel 2022
Ur sell àr Miziad ar Brezhoneg
Le Mois de la langue bretonne vient de se terminer et plus de 1000 personnes ont participé à la trentaine d’animations proposées par la maison de pays et son réseau. Concours d’hanter-dro au- 5 Ebrel 2022
Kinnig labour
Ti Douar Alre a zo é klask ur skoazeller.ez àr ar melestradur, ar c'hontoù hag ar bruderezh : https://fr.calameo.com/read/0046368562110f0396ed23 Meurzh 2022
Atalieroù e brezhoneg
Dizoloit hon deiziater trimiziek atalieroù evit ar re yaouank e brezhoneg : kizelliñ koad, sevel abadennoù radio, kinkladurioù Nedeleg... Pep hini a gavo h.e lod ! Amañ : https://www.calameo.com/read/004636856649e0d5f6cea2 Meurzh 2022
Stagadenn "Le trésor d'Erdeven / Teñzor an Ardeven"
E 2017, e suler presbital kozh an Ardeven e oa bet adkavet, gouarnet en ur voest kartoñs, un torkad dielloù paper a reer bremañ Teñzor an Ardeven anezhañ. Ur gavadenn dic'hortoz ha prizius24 C'hwevrer 2022
Emvod Meur 2022
22 C'hwevrer 2022
Miziad ar brezhoneg àr zouar Alre
E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregont abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad kevredigezhioù1 C'hwevrer 2022
GÊR A-BERZH MARTIN COUDER, ARZOUR
Mignoned karet ag an atalieroù kaset genin àr an Tanin e Pleuwigner hag e lec'hioù-all dre vro An Alre, mignoned ag ar gevredigezh l'Art de L'île. Doare a gasan deoc'h ne vo ket mui, adalek ar 1añ23 Kerzu 2021
Prof Nedeleg maer St-Ujen, un danevell da selaou get Daniel Carré
Kentañ pennad : Evit pellgargiñ an destenn, klikit amañ ! Eil pennad : Evit pellgargiñ an destenn, klikit amañ ! Trivet9 Kerzu 2021
Nedeleg e brezhoneg !
Setu un toullad frazennoù talvoudus evit souetiñ gouelioù dibenn-blez bourrapl d'ar re a zo kar deoc'h ha d'ho kensorted. Evit selaou an distagadur, klikit amañ !7 Here 2021
🍂 BRO ALRE GOUIL BAMDE / UN AUTOMNE AUTREMENT 🍂
Ur sell àr taol-lañs ar gouel zo bet e Plarnel disadorn paseet (2 a viz Here). Oc'hpenn 70 den a oa bodet evit dizoloiñ programm an 17vet tennad. Un enor zo bet evit Guigner An Hénanff hag Hubert4 Here 2021
Billetterie concert Denez Prigent - 03/12/2021 - Auray
C’est officiel, le concert de Denez Prigent programmé en 2020 aura bien lieu cette année ! Cependant, le lieu change, ce ne sera plus à l’église de Brec’h mais à Auray, dans l’église St-Gildas,4 Here 2021
Billetterie concert Annie Ebrel - 24/10/2021 - Auray
LELLIG : un abadenn nevez get Annie Ebrel. Abaoe oc’hpenn 30 vlez eo gwelet Annie Ebrel evel unan a vouezhioù meur Breizh. Get lELLIG, hec’h abadenn nevez, he deus choazet lakaat sonerezh àr an3 Here 2021
MASTER KLAS : TREUZKAS KONTADENNOÙ HENGOUNEL E BREZHONEG e 2021
Un devezh evit en em soñjal àr an arz kontiñ e brezhoneg ha klask gwelet an doareoù, an hentoù gwellañ da dreuskas d’ar vugale ha d'an dud daet, e 2021 hag e brezhoneg, pinvidigezh hor c’hontadennoù28 Gwengolo 2021
Atalieroù e brezhoneg
Traoù nevez e 2021 ! Dizoloit hon deiziater trimiziek atalieroù evit ar re yaouank e brezhoneg : kizelliñ koad, sevel abadennoù radio, kinkladurioù Nedeleg... Pep hini a gavo h.e lod !- 2 Gwengolo 2021
L’initiation à la danse bretonne à Auray reprend le mardi 7 septembre avec André Arhuéro
Le cours d’initiation à la danse bretonne «Dañs Alre» signe un partenariat entre Ti Douar Alré et la ville d’Auray. Pour cette rentrée 2021/2022, l’initiation se déroulera chaque mardi de19 Gouere 2021
Programme de l'été : Goûtez la Bretagne !
Le programme de l'été est disponible en ligne ! Malgré le contexte sanitaire actuel, Ti Douar Alre et son réseau vous ont préparé un été aux petits oignons. Balades, contes, défilé8 Gouere 2021
An hañv-mañ, bezit un tañva a Vreizh àr zouar Alre !
Bro gouil bamdé Petra eo ar FESTOÙ-NOZ ? Brudet-mat eo daet da vout ar Festoù-Noz. Donet a reont ag ar prantadoù distaniñ e achumant an devezhioù labour er parkeier ; pa arrue kours7 Mezheven 2021
Un Automne autrement 2021 : les inscriptions sont ouvertes !
L’équipe de Ti Douar Alre est heureuse de vous annoncer que la 17e édition du festival Un Automne autrement – Bro Alré Gouil Bamdé se déroulera du 8 octobre au 21 novembre 2021.27 Mae 2021
GALV D'AR MANIFESTADEG AR SADORN-MAÑ
Galv a-berzh Ti Douar Alre. D'ar sadorn 29 a viz Mae en em gavo ar Redadeg e Gwengamp evit an tennad diwezhañ. Da geñver an degouezh e c'halver d'en em dolpiñ adalek 1e30 gm dirak an ti-gar - 5 Ebrel 2022